Pempoull 2009
Loread ar genstrivadeg hewelioł evit skritell Gouel Kan ar Vartoloded 2009 a zo ul loreadez ! Rosemarie David an hini eo, ur grafourez yaouank eus Lannuon, gant un dresadenn savet da daolenniń ha da aroueziań liested ar sonerezhioł eus Amerika (an tem dibabet evit ar gouel e 2009) kement ha perzhioł morel trempet mat ar gouel !
 Auteur : Vincent 14-05-2008 13:08
Lestrań davet an Amerik !
Deiziadoł ar c’hentań Gouel Kan ar Vartoloded a zo anavezet diwar-vremań. D'ar 7. 8 ha 9 a viz eost 2009 e vo.

Hidiv eo gouest an aozerien da zic'houeliań tem ar gouel ivez. War-lerc’h aodoł ar mor Kreizdouarel (2003), broioł ar reter (2005), an Afrik (2007), an 9vet Gouel a dreuzo ar Meurvor Atlantel hag a ginnigo « lestrań davet an Amerik » !

Eus sonerezhioł tomm ar C’hebek pe an Akadi da luskoł heoliek Amerika ar Su, en ur dremen dre an Antilhez... Ne vanko ket an dizoloadurioł, hag an digźriań a vo ur wech ouzhpenn kavet e Pempoull.

Da vezań meneget ar c’hoant a zo adarre gant an aozerien da gas en-dro an taol esae bet lańset e 2007, da lavaret eo aozań ur genstrivadeg hewelioł, ma vo roet lańs dezhi en deizioł o tont. An oberenn a vo dibabet a servijo da skeudennaouiń skritell Pempoull 2009. P'eo anavezet an tem gant an arzourien e c’hellont bremań kregiń da lemmaat o c’hreionoł, glaouennoł-tresań pe barroł-livań...
 Auteur : Vincent 22-11-2007 10:15
DVD Ar Gouel
Un DVD o taolenniń lod eus momedoł brasań an 8vet Gouel Kan ar Vartoloded a zo war ar stern. Rakwelet eo an dont er-maez evit miz here.

Bez e c'heller koulskoude rakprenań anezhań a-benn bremań, d'ar priz a 18 € (frejoł kas e-barzh), da France Vidéos Productions, Kersantez, 22140 Bear, pellgomz : 02 96 45 35 66. Er stalioł e vo gwerzhet evit 20 €...
 Auteur : Vincent 22-08-2007 12:18
Ya !
Goude an Erer Kozh, ar FIL ha Brest 2008 emań Gouel Kan ar Vartoloded o paouez sinań ez ofisiel Karta Ya d'ar Brezhoneg. Dalc'het e oa bet al lid d'ar 25 a viz gouere, gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, ha dirak ur bern tud pedet.

Dont a ra ar sinadur-mań da gadarnaat oberioł niverus bet kaset da benn gant ar Gouel evit hor yezh c'hoazh, ha n'eo stumm brezhonek al lec'hienn-mań nemet al lodenn welusań anezhe. Talvezout a ra ivez kement-se da engouestl evit oberioł nevez da zont.
 Auteur : Vincent 30-07-2007 12:53
Gounezit Ho Plasoł
30 plas da c'hounit e kreizenn Leclerc Pempoull ! 15 bilhed 1 devezh a vo tennet d'ar sord disadorn, d'an 21/07, ha 15 all d'ar sadorn 28/07. Listennad ar c'hounezerien a vo embannet e-barzh ar stal. Kement ha dont d'ar greizenn Leclerc e c'hellit ivez dizoloiń an dibab pladennoł ispisial a zo kinniget deoc'h evit ambroug ar gouel, gant pladennoł ar strolladoł, kanerien ha sonerien pennań a vo tu deoc'h gwelet eno.
 Auteur : Vincent 22-07-2007 12:13
Rilhetez...
Gastronomiezh Pempoull en em lak da glotań gant blaz ar gouel ! Dizoloit ar rilhetez nevez deuet maez, dindan livioł ar gouel.
Kinnig a ra deoc'h ar stal Paimpolaise de Conserverie 4 bouest-mir, da zebriń hep muzul : rilhetez brennig, rilhetez bouedennoł Sant Jakez, pe c'hoazh glazenn gant jinjebr, ha sardin gant tomatez końfizet.
Ur stal a vo dalc'het e-barzh ar gouel, e-touez an diskouezerien a bep seurt, deoc'h da gas ganeoc'h al lipouserezh a vor-se, e-giz eńvorennoł...
 Auteur : Vincent 22-07-2007 12:12
Euriadur...
Roll euriadurioł Pempoull 2007 'zo bet lakaet enlinenn hidiv (er bann Euriadur). Kavout a reoc'h eno holl eurioł tremen an arzourien.

Ouzhpenn-se hon eus embannet ivez tres ar gouel (er bann Keloł Pleustrek) evit reiń tu deoc'h da brientiń gwelloc'h ho tibenn-sizhun, dre ginnig deoc'h lec'hiadur an holl lec'hioł strategel (leurennoł, stalioł debriń, digoroł, abadennoł, hag all)

Evit echuiń, kinnig a reomp deoc'h selaou kendastumad an arzourien pedet e Pempoull 2007, gant ar Juke Box nevez (er bann Programmadur).
Selaouadenn vat deoc'h, ha ken ar c'hentań !
 Auteur : Vincent 25-06-2007 14:34
Kenweturań
Evit mont da Bempoull evit an hańv, sońjit er c'henweturań ! An diskoulm-mań a liammo ar blijadur gant an espern arc'hant, en ur wareziń an endro. Un dazeilad d'an treuzdougen foran. Respont a ra da galz ezhommoł, da skouer evit an tachennoł pourvezet fall gant an treuzdougen boutin, en kaz a harz-labour, a esvezańs, a sac'hadenn garr-tan...
A-benn kaout muioc'h a ditouroł, klikit war al logo amań e-kichen.
Deuit ganeomp, en hon meuriad, ha kavit ar buannań ar gwellań an tremeniad pe ar blenier a ranno ar pennad-hent ganeoc'h laouenek.
 Auteur : Vincent 25-06-2007 14:32
Kelc'hiad Afrikat e sinema Breiz Pempoull
Kement ha reiń ur raktańva eus Pempoull 2007 e vo aozet gant ar sinema Breiz, e kevelerezh gant Gouel Kan ar Vartoloded, ur C'helc'hiad Afrikat, eus ar 7 d'an 11 a viz even. Bannet e vo Bamako, savet gant Abderrahmane Sissako, Le dernier roi d'Ecosse, savet gant Kevin Macdonald, ha Goodbye Bafana, savet gant Bille August. Profet e vo da bep arvester skritell ar Gouel, skeudennaouet brav tre gant Nicolas Guéguen, ha pegsun PL 07. Priz izel (5,30 € an abadenn). Evit mont e darempred : E-Mail !
 Auteur : Vincent 06-06-2007 19:53
Gwennyn, Dobet Gnahoré, Gangbé Brass Band…
A-benn ar fin eo bet nac'het gant Kohann ar bedadenn a oa bet graet dezhi da zont da ganań e Pempoull, pa sońje ganti ne oa ket Gouel Kan ar Vartoloded evit he donezonoł dreist, c'honvat... Erlec'hiet e vo war al leurenn (er c'habared, da 5e30, d'ar sadorn 4 a viz eost) gant Gwennyn, a zo bet roet nevez zo d'he fladenn gentań titlet En tu all ar priz « arzour yaouank » gant ar gevredigezh Produet e Breizh. Gwennyn 'zo dreist !

Da vezań meneget ivez Dobet Gnahoré (e-lec'h Kora Jazz Trio) evit Nozvezh Afrikat ar c'habared (d'ar sadorn 4, 8e30). Gangbé Brass Band a gantreno dre ar c'haeoł e-pad an tri devezh (e-lec'h Marzoug a oa rakwelet da gentań.
 Auteur : Vincent 06-06-2007 19:52

1 2 News Précédentes